Huapango

Son Huasteco Trio
o seniñ e kêr Vec'hiko

Ar huapango (distaget e vez "h"), anvet ivez son huasteco, eo anv an doare sonerezh e Mec'hiko a vez klevet da-heul an dañs mestizo er broioù huastek, a-hed arvor Pleg-mor Mec'hiko, e stadoù Veracruz, Hidalgo, San Luis Potosí, Tamaulipas, Querétaro ha Puebla. Doareoù disheñvel zo d'ar huapango hervez al lazoù-seniñ: a-wechoù daou c'hitarour, a-wechoù all ur mariachi gant trompilhoù ha guitarrones.

Sonet e vez gant ur pezh gitar anvet quinta huapanguera, ur gitar anvet jarana, ur violin, div vouezh a vez o kanañ ha klevet e vez treid o strakal, ar zapateados a vez graet eus se. Gant ar violin e vez boulc'het alies ar c'hanaouennoù ha sonet an etrerannoù.

Ar c'haner a ra gant ar falsetto.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search